Aet eo Albert Bocher d'an anaon ! Albert Boché nous a quittés !

Un den bras meurbet en deus hon kuitet. Ganet e oa bet e Kergwino parrez Pleurdud er blez 1927, abred kenañ evel ar vugale all e barrez genidik e oa bet talet gant an divyezhegezh. Brezhoneg gant an holl er vuhez pemdeziek nemet er skol ul lec'h emen e oa tamallet d'ober gant yezh ar bobl. Holl vrezhoneger a-vihanik e oa Albert met daet e oa ivez da vout abil war ar galleg a-raok zoken mont d'ar skol.
C'est un géant que nous venons de perdre. Né à Ploerdut en 1927 au village de Kergwigno, Albert fut confronté comme les autres enfants de sa génération à la dualité des langues avec le breton généralisé dans la vie publique sauf à l'école où il était réprimé. D'une intelligence peu commune, tout bretonnant qu'il était, il avait déjà appris à lire et écrire le français avant même d'aller à l'école.
Atav eo bet Albert dedennet gant ar yezhoù, ar pobloù, studioù o yezh. Dont a raio de vout ur gwir liesyezhour kement a zivout ar yezhoù kozh hag ar yezhoù modern. Hervez tud'zo daet e oa Albert de vout barrek war un ugent yezh bennak pe dost da vat. Graet en devo e vicher dre gelenn ar saozneg er skolioù publik. Miret en devo un dudi e keñver ar yezhoniezh en ur lakaat e vuhez pad e servij ar brezhoneg.
Cet intérêt pour les langues, son goût des voyages et des études, fera de lui un polyglotte accompli tant dans les langues anciennes que modernes. Ceux qui l'ont le plus fréquenté dénombrent une vingtaine de langues dont il avait une connaissance significative. S'il fut professeur d'anglais dans l'enseignement public, il conserva toute sa vie son intérêt pour la linguistique en la mettant au service de la langue bretonne.
Kenoberour er stajoù Ar Falz, e varregezh hag e skiant-prenet evel kelenner en doa bet hen lakaet da gemer perzh e bep degouezh e lec'h e veze tu d'ober gant ar brezhoneg : kentelioù d'ar re deuet, kan, lec'hanvadurezh ...
Contributeur des stages Ar Falz, son expérience pédagogique d'enseignant fut introduite dans toutes les circonstances où la langue bretonne pouvait être mise eu jeu dans la vie courante: cours de breton aux adultes, chant, toponymie ...
Merzet en doa ne oa ket kalz a gelennerien e brezhoneg hag e vankae dezhe ur stummadur dereat evit ober ur vicher ne oa ket bet biskoazh desket dezhe dindan framm deskadurezh ar stad. Gant Tugdual Kalvez eo, en doa Albert en em lakaet da grouiñ ar gevredigezh “Unvaniezh ar Gelennerien brezhoneg” (UGB) a bal d'an aozadur da greskiñ live ar gelennerien.
Sa perception des besoins des enseignants de bretons et surtout des lacunes pouvant exister dans ce domaine vont l'amener avec Tugdual Kalvez à créer l'association des instituteurs laïcs bretons (IPLB) – Unvaniezh ar Gelennerien brezhoneg (UGB) afin d'améliorer le niveau en breton des enseignants.
Abaoe 2006 e oa bet en-em lakaet ezel ur gevredigezh anvet “Kuzul ar re fur” e-barzh TES (“Ti-Embann ar Skolioù”), un ti embann staget doc'h CRDP an akademiezh Roazhon.
Il était membre depuis 2006 du “Kuzul ar re fur” (Conseil des Sages) de TES (“Ti-Embann ar Skolioù”), Maison d'édition scolaire en breton du CRDP (Centre Régional de Documentation Pédagogique) de l'Académie de Rennes.
Gounezet en doa ar maout e 2006 er genstrivadeg Kan ar Bobl (33 vet dalc'h) e-barzh ar rummad “distagerezh”. Tapet en doa en-dro an eil priz er memes rummad ur blez war lerc'h . Il obtint le premier prix en déclamation de la 33ème édition du Kan ar Bobl en 2006 et le second prix l'année suivante.
Anavet meurbet e oa Albert gant selaouerien “Radio Bro Gwened”. Un abadenn “Apprenons le breton avec Albert” enrollet bep sizhun a oa skignet bemdez betek an deiz a hiziv. Displegañ a rae holl ar pezh a blije dezhañ e keñver ar yezh hag ivez diwar benn petra a verzhe eñ en doare distagañ ar brezhoneg a vremañ. Tro en doa bet da gejañ e-pad e vugaleaj gant marc'hadourien loened o tont ag a bep kornad d'er Gemene, ar pezh a rae dezhañ an tu da vout kustumet da selaou meur a zoare distagañ ar brezhoneg.
La plus grande notoriété d'Albert lui a été acquise par ses émissions hebdomadaires sur Radio Bro Gwened intitulées “Apprenons le breton avec Albert”, qui étaient rediffusées chaque jour. Sa connaissance des nombreuses prononciations du breton remontait à sa fréquentation très jeune des locuteurs de breton qu'étaient les marchands itinérants de toutes origines bretonnes, croisés au marché d'autrefois de Guémené-sur-Scorff, qui constituait un formidable creuset interdialectal du breton, en quelque sorte un véritable laboratoire de la langue bretonne.
Anevet muioc'h c'hoazh e veze Albert evel “jiboesaour patakes”. E varregezh war ar yezhoniezh a roe dezhañ ur vestroniezh evit diskoachañ ha reizhañ kustumoù faos a bep seurt kement en hon doareoù distagañ pe skrivañ gerioù liesseurt implijet a dreuz. Ober a rae e vad da lakaat ar gwenedeg en e blas dereat a benn sevel ur gwir yezh vroadel hag unvan an tu nemetañ da reiñ ur gwir dazont d'ar brezhoneg hep chom troet nemetken war-zu an amzer gozh gant soñjoù hiraezhus.
Il s'est notamment distingué comme “chasseur de pataquès” dans la langue bretonne. Sa compétence linguistique lui donnait cette autorité naturelle pour débusquer et corriger des façons défectueuses de prononcer ou d'écrire bien des mots. Dans ses émissions de radio, il sut redonner sa juste place au vannetais intégré dans une langue véritablement unifiée, seul moyen, selon lui, de lui donner un véritable avenir sans rester confiné dans un passé évoqué avec nostalgie par les Anciens.
Kenavo e larimp deoc'h, Albert ker, e Pleurdud d'an 3 a viz Genver da 3 eur goude merenn. Mankout a rit dija deomp holl ! Padal e c'hellimp ho selaou c'hoazh war al lec'hienn Bemdez.free.fr.
Cher Albert, nous te dirons kenavo, à Ploerdut ce jeudi 3 janvier à 15h. Tu nous manques déjà à tous ! Mais nous pourrons te réentendre en nous inscrivant au site Bemdez.free.fr
A-berzh skipailh kelaouiñ Brezhiz ar Bed – OBE Cellule de communication de Bretons du monde-OBE.